• Dibaoe ur sizhunvezh bremañ ez eus ur stajiadez er c'hlas. O vezañ stummet e master 1 emañ e kreizenn stummañ kelenn e Kemper. Tremen a raio ar genstrivadeg e dibenn ar bloaz. Entanet eo bet ar vugale ! Ganti o deus labouret diwar-benn ar meskajoù hag an dileizhoù, ar c'hevrennoù, hag ivez diwar-benn ar yezhadur e brezhoneg.

    Depuis maintenant une semaine nous accueillons Gaelle. Elle reste 10 jours en stage, elle est en formation à Kelenn à Quimper, l'institut de formation des enseignants du premier degré de Diwan. Elle passera le concours en fin d'année. 

    Les enfants ont suivi attentivement ses enseignements en sciences sur les mélanges et les solutions, en mathématiques sur les fractions  (notamment en manipulant des légos)

    Gaelle er c'hlas

    Gaelle er c'hlas

    , ou encore en grammaire bretonne.

     

    Bonne continuation et bon bon courage pour le concours !

     

    Ar vugale ha Goulc'hen

     

     


    votre commentaire
  • Demat,

    ar sizhun paset e oa bet kinniget  un abadenn  poderezh gant Gaelle.

    Plijus-tre e oa bet.

    E-pad an abadenn hon oa droad d'ober ar pezh hon oa c'hoant.

    Lod zo a rae podoù pri, reoù all a rae kentoc'h traoù evit kinklañ.

     

    Axelle ha Mona


    votre commentaire
  • Diriaou e teuio Oriane Amalric, ur sokiologourez. Labourat a ra war an ingladed merc'hed-paotred.

    Ganti e labouromp war dem ar Ragistor, ar wech hon oa gwelet ur filmig gant Marylène Patou-Mathis, ur skiantourez hag a labour war ar Ragistor, hag e tispleg plas ar merc'hed da vare ar Ragistor. Disheñvel-tre eo eus ar pezh a soñjemp a-raok an abadenn. Ar merc'hed o doa ur gwir plas er Ragistor, ha kalz stereotipoù faos hon eus eus ar Ragistor hiziv an deiz.

    Ar stereotipoù-se hon eus gwelet ivez en ur studieñ fotoioù tennet eus levrioù skol.

    Kendalc'het e vo gant al labour-se diriaou, mall a zo warnomp da welet Oriane en-dro.

    Pennad skrivet gant bugale klasad CE2-CM1-CM2 Goulc'hen


    votre commentaire
  • Aozet e oa bet ur sine-prezegenn er skol. Claire Boulc'h-Pedler a zo deuet da skignañ un teul-film he deus graet en ur skol er-maez e Bro Finland.

    Lire la suite...


    votre commentaire



    Suivre le flux RSS des articles
    Suivre le flux RSS des commentaires